Stourm ar Brezhonegf 1g H 6 qWwa Ra:2 Uu123
Stourm ar Brezhoneg, pe SAB, a zo ur strollad brezhonek a zo bet oberiant er bloavezhioù 1980 hag a c'houlenne " brezhoneg ofisiel ".
Ganet e oa diwar un disrann digant Skol an Emsav e 1981, goude dilennet ar prezidant gall François Mitterrand, pa oa bet embannet gant Tangi Louarn, eus e berzh e-unan, e oa Skol an Emsav e-touez ar "brasañ niver" a-du gant ar galloud nevez ar PS gall.
Klask a rae an izili heuliañ skouer Cymdeithas yr Iaith Gymraeg e Kembre.
Panelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo bet Stourm ar Brezhoneg abalamour d'al livadegoù panelloù-hent. Hiziv e soñjer eo a drugarez da labour SAB ez eus panelloù divyezhek e Breizh, goude ma n'int ket ken stank hag e broioù evel Kembre pe Euskadi.
Un toullad prosezioù zo bet, ma nac'he an damallidi komz galleg el lezioù-barn. Lod zo bet kondaonet garv. Harp a oa bet roet dezho gant Skoazell Vreizh.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ganedigezh Stourm ar Brezhoneg - gant Tomaz Laquaine
- Prosezioù Stourm ar Brezhoneg - gant Tomaz Laquaine